New York Mining Disaster 1941

New York Mining Disaster 1941 (Gwallreuz mengleuz New York 1941) a zo ur ganaouenn saoznek krouet e 1967 gant an daou vreur Barry (1946-) ha Robin Gibb (1949-2012) evit Bee Gees, ar strollad sonerezh pop aostralian-breizhveuriat a oant izili anezhañ.

E studioioù an International Broadcasting Company (IBC) e Londrez e oa bet enrollet gant ar strollad d'ar 7 a viz Meurzh 1967 e-touez teir c'hanaouenn all — I Can't See Nobody, Red Chair, Fade Away ha Turn of the Century — hag ac'h eas d'ober ul lodenn eus e drede albom studio Bee Gees' 1st[1].
Ouzhpenn Barry (kaner ha soner gitar) ha Robin (pennkaner) e kemeras perzh :
o breur Maurice Gibb (1949-2003, kaner ha soner gitar-boud)
hag ar soner taboulinoù Colin Petersen[2] (1946-) ivez.
Kempennet e voe hag ouzhpennet binvioù sonerezh all outi gant Phil Dennys d'an 13 a viz Meurzh.

D'ar 14 a viz Ebrel da-heul ez eas e-maez ar ganaouenn evel tu A ur bladennig hag a zalc'he I Can't See Nobody war hec'h eil tu. Petra bennak ma oa bet krouet Bee Gees kenkent ha 1958 ne oa ket gwall anavezet ar strollad e Bro-Saoz : ma klevjod ar vrud e oa bet enrollet New York Mining Disaster 1941 gant The Beatles, al lizherennoù B ha G o talvezout kement ha Beatles Group...

  1. Embannet d'ar 14 a viz Gouere 1967 er Rouantelezh-Unanet.
  2. Ar wech kentañ e oa dezhañ seniñ gant Bee Gees ent-ofisiel.

Developed by StudentB